Sainte-Soline : ur vodadeg da soutenn ar vanifesterion barnet
Divizet eo bet gant ar justis aozañ procez manifesterion Sainte-Soline e miz du.
Pevar den enep ar Basin a zo bet barnet e departamant an Deux Sèvres. Disadorn e oa ur vanifestadeg vraz e kumun Sainte-Soline. Eno e vez raktreset sevel ar brashañ poull da zerc'hel dour evit ezhommoù al labourezh-douar, e bro C'hall. Jeu zo bet etre ar seizh mil manifester ha manifestourez, hag ar mil seizh kant a archerion hag archourezed.
Harzhet ‘oa bet pevar den. Dalc'het e oant dindan ensell. Ar pevar den a zo etre nav bloaz warn ugent ha c’hwec’h bloaz ha tri ugent. Ur vodadeg a oa dirag al lez-varn da souten anezhe. Divizet eo bet gant al lez-varn da aozañ ar procez d’an eizh warn ugnet a viz du.
Goude daou zevezh a stourm eo aet ar pep niverusañ ag ar vanifesterion·ezed kuit a Sainte-Soline. Met gant an devezh-se he deus ar stourm cheñchet skeul : ar pal a oe lañsiñ ur ZAD eno, un Takad da Zifenn.
Jil Killevere a zo bet o vanifestiñ e Sainte Soline disadorn. Kontiñ a ra an devezh deomp doc’h mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.