Manifestadeg evit al lojeiz : " Ne ya ket an destenn lezenn pell a-walc'h ! "
Tri c’hant den neunt manifestet disadorn e straedoù Montroulez evit lakaat Breizh a-bezh en takad tenn. Deuet eo da vezañ spontus stad al lojeiz evit al labourerien·ezed pep lec’h b’ar vro. Setu perak eo bet lañset gant komite al lojeiz e bro Montroulez an devezh stourm-se. A-raok selaou Job ha Berc’hed, selaouomp Gael Roblin a zo ezel deus ar c'homite « Treger takad tenn ».
Echuet eo ar vanifestadeg gant un tamm fest-deiz dirak an ti-kêr. Evit heuliad ar stourm, emgav e miz Meurzh da zigarez devezh Europa ar gwir da lojañ. Hag e miz Even pa vo votet al lezenn reishaat an argant, loi de finance rectificative.
Ur reportaj gant Anton Burel.