Lañset eo ar rummad prezegennoù nevez gant Skol-Uhel Silieg
Gant Skol Uhel Silieg 'oa roet lañs disadorn d'un heuliad dek devezh eskemm en daou vloaz da zont. Evit an emgav kentañ oa choazet danvez ar vevliesseurted, kement ha stagañ gant traoù diazez 'raok mont war dachenn ar politikerezh. Muriel Morvan a gemer perzh e Skol Uhel Silieg, muioc'h a zisplegadennoù ganti.