Beajiñ dre ar bed e mod all gant Megafaune!
Beajiñ en ur mod all, setu ar pezh a glask ar gevredigezh Megafaune ober. Un akipaj 5 den a yall kuit e miz Kerzu da dreuziñ ar meurvor Atlantel dre lienn. Un doare ekologel da veajiñ neuze. Met pal Megafaune eo ivez kaout ur ster o veajiñ. Evit an abeg-se e yeont e darempred gant an dud e pep porzh a vez aodet ganto ennañ. Evit ar poent int bet e Meilh-ar-Wern (Port-Launay) hag e Douarnenez. Ar sizhun dremenet neuze int bet o welet liseidi Douarnenez, ha savet ar goulennoù-se diganto. Pa kejont gant an dud er porzhioù, eo boaz tud Megafaune da c'houlenn ar memes tra gant an dud : « deus pelec'h emaoc'h o tont », « e pelec'h emaoc'h bremañ », ha « da belec'h emaoc'h o vont ». Ar respontoù, a-wezhoù geografek, gwezhoù all sokiologel pe filozofel, a vez enrollet ganto hag implijet evit o arvsest « Trajectoires ». Quentin Bleuzenn, deus Megafaune, a zispleg perag e reont kement-se... Ur pennad gant Tunvezh Wlegen-Grandjean