Start eo ar jeu e Kurdistan
Emañ Lu Turkia o vombeziñ kurdistan Syria pe Rojava ha Kurdistan Irak pe Bashur war ar pemdez kasi. Er Rojava tagañ a reont pennoù bras melestradur emren biz Syria ha keodedourien dre-vras. E kurdistan ar c’hreisteiz tagañ a reont bonioù ar PKK Strollad Labourerien ar c’hurdistan. Bombeziñ a reont pennoù bras ha keodedourien ar PYD hag ar PKK evit diaozañ ar strolladoù-se a zo e penn emsav sokialour kurd an dieubiñ. N’eo ket nevez ar brezel, setu un diveradenn deus ar pezh zo c’hoarvezet ar sizhun mañ. Evit heuliañ ar c’heleier e Kurdistan gall a rit mont war lec’hienn Rojava information center.
Displegadennoù gant Anton Burel.