en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar Vro, d'ar yaou 6 a viz Hezhrev

Keleier ar Vro, d'ar yaou 6 a viz Hezhrev

Faziañ a ra dour e Breizh !

Darmaig ne vo ket dour da evañ ken e departamant Aodoù-an-Arvor zoken, a lâr ar gevredigezh Dour-ha-Stêrioù Breizh. Selaouit displegadennoù Jean-Pol Runnigo AMAÑ.

Un atersadenn gant Yuna Kojan.

 

Ar brezhoneg en ur geriadur ar yezhoù en dañjer

E-barzh al " Living Dictionaries " e c'heller klevet komzoù enrollet en ur bern yezhoù en dañjer dre ar bed, evel akateko deus ar Gwatemala, pe gutob, deus an Indez... ha brezhoneg a-raog pell ! 500 komz a zo bet enrollet dilun gant Bernez Rouz. Pelloc'h gantañ AMAÑ.

Un atersadenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

 

Ha da glevet en ouzhpenn er c'heleier-mañ :

 - Derc'hel a ra Poutin da lâret e ya mat an traoù evit arme Rusia e Ukraina

 - Goude-merenn e kinnigo gouarnamant Frañs e steuñv da zigreskiñ an implij a energiezh e pad ar goañv

 - Re verr eo daou viz da varc'hatañ ar cheñchamant sistem retredoù, hervezh an sindikadoù

 - E bro C'hall e varv abretoc'h ar re baour eget ar re binvidik, hervezh studi Ministrelezh ar Yec'hed.

 - Dec'h oa aet priz Nobel ar Gimiezh gant tri den.

 

Keleier kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio