Keleier ar vro d'ar gwener 30 a viz Gwengolo - 5e30 noz
Pabu : 18 miz o c'hortoz ul levrig familh divyezhek
A-benn ar fin e vo moullet 20 skouerenn gant kêr Pabu. Pennad-kaoz gant Anna al Lae ha Gwilhom Morin (Ofis Publik ar Brezhoneg), da selaou AMAÑ.
"Breizh au Galo" : ur fest evit div yezh ar vro !
Pennad-kaoz gant Bruno ar Berr, kenbrezidant ar gevredigezh Plijadur Cantë Nouz. Atersadenn gant Yuna Kojan da selaou AMAÑ.
Disul e vo digoret an dekvet "Champ d'expression" ba Kreiz Breizh
Ur gouel da zegas an arzoù a-vremañ betek menajoù ar vro. Pennad-kaoz gant an arzour Julien Lannou hag ar venajerez Marion Henri war feurm ar Buis Sonnant ba Plougernevel. Atersadenn gant Tomaz Laken da selaou AMAÑ.
Da glevout ivez e-barzh ar c'heleier :
- 13 kevredigezh ha sindikad o souten stourmerien.ezed Breizh enep ar feurmoù-uzin
- Divizet zo reoliata ar feurmoù touristel en Oriant
- Tagoù islamofob enep ar raktres Horizon ba Kallag
- Nullet eo bet da vat an aotre sevel 4 rod-avel ba Groñvel