en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Krign-bev an empenn : dav vez d'ar c'hevredigezhioù argantiñ an enklask

Krign-bev an empenn : dav vez d'ar c'hevredigezhioù argantiñ an enklask

Bep bloaz e varv 4000 den gant kañserioù an empenn e bro C'hall. Ur c'hleñved kriz, hag a c'hell dont buan tre, hag a dag kalzig a dud yaouank ivez. Ouzhpenn an dra-se n'eo ket efedus ar modoù boaz da sognañ ar c'hrign-bev-mañ. Ar chirurjiezh, an terapiennoù dre ar skinoù pe dre ar chimio ne yeont ket en dro. Koustiñ ker a ra neuze klask doareoù divoutin da bareañ an dud klañv.

E Pariz zo deus ur selvij a labour war an imunoterapiezh, renet gant ar C'helenner Antoine Carpentier. Sikouret e vez gant un nebeut kevredigezhioù da gavout argant. E Breizh e vez kavet unan, anavezet Oligocyte Kornôg Breizh (Oligocyte Bretagne Ouest). Krouet oa bet er bloavezh 2015 gant Bernard ha Joelle Leon, deus Kemper, goude m'o doa kollet o merc'h gant ur c'hrign -bev an empenn.

 

Displegiñ a ra Bernez Leon perag o deus bet ranket krouiñ ur gevredigezh a seurt-se.

 

Randoligo Oligocyte ar bloaz-mañ a vo d'ar sul 9 a viz Here. Troiadoù a bep seurt hirentedoù a vo, mez ivez sonadegoù, ha dont a raio ar c'helenner Carpentier deus Pariz da gemer ar gaoz zoken.

 

Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio