An amoniak #1 : E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz
Lodenn gentañ an heuliad abadennoù graet diwar enklask Splann ! war sujed an amoniak.
Bro Vreizh eo an hini e lec’h ma vez dilaosket ar muiañ a amoniak e Frañs. Eus ar magerezhioù loened ez-douar e teu ar gaz-se dreistholl, ha ganti e vez krouet rannigoù-munut en aer. Kablus int e kleñvedoù ar skevent, ar galon ha krign-bev.