en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pardon Sant-Preker, sant an dud vunud...

Pardon Sant-Preker, sant an dud vunud...

Evit ar beure e kasomp ac'hanoc'h d'ur pardon a vez graet bep bloaz en un nebeud parrezioù eus kreiz ar vro. Hini Sant Preker ! Hennezh n'emañ ket war roll ofisiel ar sent met enoret e vez gant an dud vunut memes tra, hag abaoe pell pell zo.

Ar gouel aozet da Sant-Preker, koulskoude, a c'hallje bezañ bet lañset nevez zo e gwirionez... 4 bloaz zo, eme darn. Peotramant 400 vloaz zo, evel a soñj reoù all. Disadorn bepred e oa deuet pirc'hirined deus pell a-benn lidañ o sant ! Ha bet int servijet : Gant pedennoù pagan, kanaouennoù nevez gompozet da gontañ istor Sant Preker hag e vurzhudoù, ur brosesion war velo, sonerezh, kig rostet, hag ur pezh aerouant lakaet da arouez ar gapitalouriezh ha devet e fin an nozvezh !

 

Klevet 'peus Ffran hag Anza, a oa disadorn ba pardon Sant Preker... Ur reportaj gant Tomaz Laken-Jakez.

 

 

 

 

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio