en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Evit pe enep degemer repuidi e Kallag ?

Evit pe enep degemer repuidi e Kallag ?

Disadorn ba Kallag e oa bet war-dro 300 a dud o respont da c'halvadenn an tu dehoù-pellañ. Bodet e voent a-enep ar raktres Horizon, ur projed da zegemer repuidi politikel a-benn zegas buhez ba'r vourc'h en dro. Ur mennozh douget gant kêr Gallag asambles gant ur font arc'hantiñ prevez. Mez an eus degaset enebiezh tud an tu dehou pellañ, hag a zo aet betek aoziñ ur vanifestadeg disadorn. Da souten kuzul kêr Kallag, hag ar soñj degemer tud deus broioù all, e oa bet strolladoù politikel, sindikajoù, kevredigezhioù ha dilennidi deus ar vro o c'hervel da un enep-bodadeg. Ha da zispartiañ an daou du e oa un tropad mat a jañdarmed !

Bet oa Tomaz Laken o komz gant Michel Riou, deus Kallag, e penn kentañ ar beurevezh. Hennezh an hini eo en doa lañset a-raok an hañv ur c'holektiv enep Horizon...

 

Diwezhatoc'h er reportaj e vo klevet ivez Maryline a oa er vanifestadeg a-enep da Horizon ivez.

Laure-Line ha Guy a voe int o souten ar raktres da zegemer repuidi.

 

Blam d'ar vanifestadeg eo bet ampellaet an emvod-publik a oa da vezañ digwener e fin ar sizhun-mañ... (d'an 23 a viz Gwengolo)

Embannet 'neus Jean-Yves Rolland, maer Kallag, e vefe derc'het da labourat war ar raktres Horizon hag a-benn ma vo achu al labour-se e vo kaset ul lizher gantañ da dud Kallag hag e vint pedet d'un emvod-kelaouiñ.

 

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio