en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kreizenn ar Geriaouiñ : sevel termenoù nevez e brezhoneg

Kreizenn ar Geriaouiñ : sevel termenoù nevez e brezhoneg

Ma 'z oc'h skolajidi pe liseidi o teskiñ e brezhoneg, ho peus bet klevet komz deus al lec'hienn internet brezhoneg21 sur-walc'h. Warni e c'heller kavout termenoù hag a denn d'an danvezioù a vez desket er skol. Mez piv eo 'n eus bet savet ar rolloù komzoù-se ? Ma, savet voent bet dres pa oa bet ezhomm deuhouto. E 1988 e voe bet krouet ar skolajoù Diwan kentañ. Tri bloaz a-raog neuze 'n oe ar rouedad Diwan goulennet gant tud 'zo prederiañ war ar c'homzoù a c'hellfe bezañ implijet er c'hentelioù matematikoù, fizik, kimiezh, geografiezh, pe c'hoazh sport. Ar bodad tud-se a zo bet anavezet Kreizenn ar geriaouiñ. Lukian gKergoat, mestr prezeger e Skol-Veur Roazhon 2, a zo e penn an traoù dibaoe ar penn kentañ.

Marteze e c'hellfe an nen soñjal eo artifisiel sevel komzoù ha ne oa ket deuhouto a-raog. Mez evit Lukian gKergoat eo aze un dra a vez graet a viskoaz.

 

Bremañ pa eo bet echuet sevel roll termenoù an danvezioù skol dibaoe pell zo gant Kreizenn ar geriaouiñ, e vez prederiet war dachennoù all : goude bezañ savet roll termenoù ar c'horf, zo bet savet taksonomiezh ar balafenned, hag a-benn nebeut e teuio maez geriaoueg al liorzhañ.

 

Lukian gKergoat, prezidant Kreizenn ar Geriaouiñ a zo aterset gant Tunvezh wGwalgen-Grandjean. 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio