Peseurt dazont evit kêrioù braz ha bihan ar vro?
Dec'h en Oriant e oa bodet dileuridi meur a gêr a Vreizh. Evit an eilvet gwezh oa savet an emgavioù àr dazont ar c'hêrioù get ajañsoù keraoziñ ha diorren. Lakaet eo bet ar gaoz a-zivout ar feson mard eo frammet ar c'hêrioù e Breizh. Get arbennigourion àr ar c'heraoziñ ha get dilennidi. Marc Andro, eil-maer Kemper ha eil prezidant Kemper Kumuniezh neus kemeret ar gaoz e anv bro Gernev. Evitoñ e vo ret krenvaat ar c'henlabour etre ar c'hêrioù en amzer da zonet. Selaouamp doc'htoñ aterset get Olivier Le Clainche.