en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

2000 a dud 'neunt manifestet evit ma vo "Un ti da bep hini"

2000 a dud 'neunt manifestet evit ma vo "Un ti da bep hini"

Setu ar pezh a voe goulennet gant un daou vil a dud dre Vreizh disadorn ! Peder manifestadeg evit al lojeiz a zo bet : e Lanuon, Gwened, Douarnenez ha Konk Kerne. Aozet e voent gant ar c'holektif « Un ti da bep hini », hag a vod aozadurioù politikel pe gevredigezhiel. Lakaat a reont war wel eo diaesoc'h diaesañ kaout da lojañ e Breizh pa ne vezer ket pinvidik. 
Sujed al lojeiz a zo ankenius evit ul lodenn vraz deus poblañs Breizh, forzh peseurt tu politikel e vefent. Er manifestadegoù galvet gant « Un ti da bep hini » eo kentoc'h tud an tu kleiz a zo en em ziblaset. Kar eo strolladoù an tu kleiz a vez kavet er c'holektif : Dispac'h, Unvaniezh Demokratel Breizh (an UDB), Douar ha Frankiz, Droit à la ville Douarnenez, ar CNT, Unvaniezh Studierien Breizh, War-Sav, an NPA, pe c'hoazh kolektifoù o tifenn an enezourien. 
Tunvezh Gwlagen-Grandjean a zo bet o reportajiñ e manifestadegoù Douarnenez ha Gwened...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio