Kelennerien divyezhek zo maez Breizh
30 000 a skolidi ba'n hentennoù divyezhek a-benn 2027, setu aze ar pal lakaet ba'n emglev Stad-Rannvro graet ar bloaz-mañ. Pezh 'zo e ranker kaout kelennerien pe mistri-skol awalc'h da zont a benn da zigeriñ hentennoù nevez, skolioù nevez pe derc'hen d'ar pezh 'zo bopred… Alies e vez embannet gant ar rektoriezh n'eus ket awalc'h a gelennerien barrek war ar brezhoneg, pezh n'eo ket gwir penn da benn hervez Antoine Gauchard a zo mestr-skol hag ezel eus an FSU.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.