en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur saloñs 'vit ar valeerien: Baledaenn 'bar Vourc'h-Wenn

Ur saloñs 'vit ar valeerien: Baledaenn 'bar Vourc'h-Wenn

Dizoloiñ Breizh en ur vale pe ur vont war varc'h ha war vor c'hoazh: setu pezh 'zo kinniget gant ar saloñs Baleadenn 'vo 'benn an dibenn sizhun o tont 'bar Vourc'h-Wenn 'kichen Brest. Aozet eo gant kerent skolaj Diwan 'zo 'bar Relecq-Kerhuon. Kevredigezhioù gouestlet d'ar baleadennoù, aozerien, tud hag a degemer ar valeerien, marc'hadourien dafar: un tregont bennaket a standoù 'vo da daremprediñ. Prezegennoù 'zo lakaet war ar roll: da skouer unan kaset da benn gant paeron 2013 ar saloñs, Yvon Etienne, 'vit goût peseurt ober gant memes hentoù ganta re ya gant kezeg, war o zreid pe gant ur VTT c'hoazh. Baleadennoù 'vo kinniget ivez, abep seurt. Unan 'vo kaset e saozneg 'vel 'ma 'vo kontet deomp gant Gwenael Le Joncour unan eus an aozerien. Met da gentañ deomp da selaou Annie Polard 'vit goût peseurt bro 'vo lakaet ar bloaz-mañ 'kerzh Baleadenn. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio