Keleier ar vro d'ar Yaou 8 a viz Gwengolo - 8e30
Tomaz Godin, un arzour engravour añbisius
War raok bepred e klask mont Tomaz Godin, un arzour engravour a greska e vrud vat. Emañ o paouez degemer en e atalier ur pezh mell mekanik da voullañ engravadurioù bras divent, engravaduriou a sort n'eus ket bet gwech ebet. N'eo ket bet aezet gellet kaout ur waskerez diouzh ar ment goulennet gantañ... Ouzh mikro Erwan Blanchard AMAÑ.
Ha da glevout c'hoazh :
- Lazhet daou zen e Nisa ha Roazhon gant poliserien e-skeud kontrolloù
- Herie e vo lañset e CNR (Kuzul Broadel an Adsevel) gant ar prezidant Manuel Makron
- Un emglev etre Bro-c'hall hag Alamagn evit a sell an energiezh (displegadennoù gant Yuna Kojan)
- Lazhet eo penn da benn an tan ba Menez Are
- Digoret eo herie Kendalc'h istor hag arkeologiezh Breizh ba Karaez