Reuz zo e Perroz-Gireg gant patrouilenn Frañs
Evit an navet gwech ha tregont e vo gwelet ar patrouillhen c’hall e oabl Peroz Gireg. Dibenn sizhun diwezhañ miz eost e vo degemeret ar batrouilhenn e kêr bro Dreger. Pezh n’eo ket kevredigezhioù zo deus ar vro evit asantiñ. Goulennet zo bet gant « Citoyen de Perros », gant souten « Extinction Rebellion », nullañ an arvest evit abegoù ekologel. Hervezo e vez degaset saotret an aer gant al litradoù a zour tan a vez lonket gant ar c’hirri-nij. Etre seizh kant hag eizh kant litrad a gerozene a vez lonket bep eur. Saotradur gant an trouz a vez ouzhpenn an dra-se. Nac’het neus Erven Leon Maer Perroz Gireg nullañ an darvoud. Ur sinadeg zo bet savet a-enep d’an arvest gant ouzpenn c’hwec’h kant sinadur, Tabutoù bras a zo ba bourk Perroz Gireg da-geñver unan deus darvoudoù brasañ kêr. Selaouomp Gireg Konan, annezad Perroz Gireg. Lâret a ra e soñj deus mikro Anton Burel.