en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Brasaet e oa ur vagerezh moc'h daoust d'un aotre douetus

Brasaet e oa ur vagerezh moc'h daoust d'un aotre douetus

Ne vez ket gwarezet mat an endro e Breizh deus ar raktresoù braz gant an ensavadurioù gall.

Deus saotradurioù al labourerezh-douar kement ha deus ar re all. Setu ar pezh a vez diskouezet gant ar pennad nevez embannet war splann.org. An trede enklask eo a vez savet gant kazetennerien ar media dizalc'h breton dibaoe ma oa bet krouet daou vloaz 'zo.

An enklask nevez a lak ar gaoz war ar stal sevel moc'h « Avel vor » e Landunvez e bro Leon. Brasaet e voe c'hoazh e 2016, betek produiñ 27 000 penn moc'h ar bloaz. Mez ar pezh eo, e oa bet aotreet d'ar vagerezh moc'h brasaat gant prefed Penn-ar-Bed daoust da ali negativel an enklask foran.

Sinet eo an enklask gant ar gazetennerez Ines Léraud, hag ar c'hazetenner Kristen Falc'hon. Lâret a ra eñ penaos n'emañ ket ar stal sevel moc'h e Landunvez ar skouer nemetañ deus ar memes degouezh...

Hag a fed skouer ekonomikel ivez zo ur gudenn o kaout stalioù ramzel, hervezh ar gazetennerez hag ar c'hazetenner, pa vo dibosubl d'ar stal bezañ gwerzhet da dud yaouank pa yall Philippe Bizien war e leve.

Ur reportaj savet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio