Keleier ar vro - 8e
Keleier ar vro d'ar 27 a viz Gouere.
Diwar skouer an natur, setu un diskouezadeg savet gant ekomirdi La Bintinais, e Roazhon. Kinniget eo bet an diskouezhadeg-se da stajidi Skol an emsav. Ur reportaj savet gant Anton Burel.
"Le chant des sardinières", ul levr-pladennoù savet gant Marie-Aline Lagadig ha Klervi Rivière. Ar levr-se a zispleg eus pelec'h e teue kanaouennoù savet e bro Vigoudenn. Ur reportaj savet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean.
Titroù arall :
Ur bonreizh nevez a vo lakaet e plas e bro Tunizi.
Mankoud a ra dour e Monterrey.
Dougen a ray klemm departamant Penn ar Bed enep an tanioù-gwall e Menez Are.