en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Bodadeg Travrin

Bodadeg Travrin

Daou sell enebet war al labour-douar a oa tal-ouzh-tal diriaou ba Travrin, kostez Karaez. Betek an dregont a viz Even (diriaou) e c'hallo an dud lenn an doser lakaet en ti-kêr gant an EARL Cloarec ha skrivañ doleañsoù e-barzh ma faota dezhe. Pierre Cloarez zo en sell da ramplas daou glud yer gant ur c'hraou mil nav-c'hant daou blas ha tregont da lardañ moc'h, ba Kernevez. Skuilhet e vo an dour-hañvouez war douaroù ba seizh parrouz war-dro d'ar menaj. Ha graet an traoù hervez lezenn, eme al labourer-douar. Met n'eo ket douget an holl dud d'e raktres. Diriaou adalek c'hwec'h eur noz e oa en em vodet tud deus Travrin ha pelloc'h e-tal an ti-kêr. Nec'het an dud peogwir o deus klevet komz deus ar raktres un nebeud deizioù zo hepken. Nec'het ivez gant mont-ha-dont ar c'hamionoù, kalite an aer hag an dour, hag ar c'hementad a zour a vez afer evit sort menajoù. Tomaz Laken oa bet war blas.

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio