en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Devezh al labourien ha labourerezed e Breizh

Devezh al labourien ha labourerezed e Breizh

Etre 10 000 ha 15 000 a dud o doa manifestet dec'h un tamm e pep lec'h e Breizh da geñver devezh etrebroadel al labourerezed hag al labourerien : ouzhpenn 4000 a dud e Naoned, war-dro 2000 e Roazhon hag en tu all da 1500 e Brest. Dre holl o deus respontet an dud da c'halvadenn ar sindikajoù a-benn boulc'hañ « an deirvet tro sokial ». Ar pañsionoù, ar warez sokial, ar goproù, ar servijoù publik, an ekologiezh, ar peoc'h er bed... N'eo ket an digarezioù da stourm a vank, hervez ar vanifesterien. Ba meur a lec'h zo bet lakaet war wel stourmoù lec'hel pe bedel memes. En Henbont en deus dileuriad CGT Fondirioù Breizh kemeret ar gaoz ha war e lerc'h hini ar C'huzul demokratel kurd er Frañs, da zegas da soñj e vez gwasket ha moustret pobl ar Gurded. E Gwengamp, e Bro-Dreger, eo bet meneget ar stourm da zifenn an ospital publik pe c'hoazh ar stourm enep ar raktres uzin eoged ba Plouizi. Met ma zo bet bec'h e Roazhon ha Naoned, e Gwengamp e oa plaen ar jeu, met evit afer-se ne oa ket kousket an 250 den deuet da vanifestiñ ! Ur reportaj gant Tomaz Laken.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio