Un oberiadenn enep ar feurmoù-uzin
Stañket e oa bet un tren gant gwinizh gant ar strollad « Breizh enep ar feurmoù uzin », e Sant Jelan, e Mor-Bihan. Ur voger oa bet savet war an hent-houarn, ha skarzhet e oa bet an ed war ar leur. An oberiadenn disentidigezh sivil oa bet savet enep sistem ar feurmoù-uzin dre vras. Ur sistem hag a lak en arvar an endro, hag al labourerion-douar bihan.
Pezh 'zo ne oa ket bet a du dilennidi pe tud zo gant an doare d'ober, èl prezidant ar rannvro Loig-Chesnais-Girard. Klemmoù zo bet savet enep ar strollad, hag un oberiadenn dirag ar justis - information judiciaire - zo bet digoret.
Hevezh tud 'zo enep oberiadenn ar c'henstrolald e vehe digompenabl koll gwinizh er mare-mañ dreist-holl, gant ar brezel e Ukraina pe ar stourm enep ar foranerezh.
Aterset eo bet gant Yuna Kojan izili ar strollad, pe tud o deus kemeret perzh d'an oberiadenn, evit gouiet petra soñjit eus an arguzennoù-se. Selaomp anezhe.
Ne oa ket bet roet anvioù ha cheñchet eo bet mouezh an dud.