en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

QUELQUES HEURES DE PRINTEMPS

QUELQUES HEURES DE PRINTEMPS

QUELQUES HEURES DE PRINTEMPS 2012 Ur film savet gant Stéphane Brizé Gant Hélène Vincent, Vincent Lindon, Emmanuelle Seigner. N'eo ket ar film-mañ, Quelques heures de printemps, bet sevenet gant Stéphane Brizé, unan hag a laosk an dud diseblant. Aon am boa da voned d'henn gweled nawazh, kement a veuleudi am boa klevet diwar e benn. Komz a ra ag ar marw. Ar marw, da lâred eo an nor hag a zo du-hont, pe du-se, pe just aze, dirag peb unan ahanimp. Komz a ra ag ur feson d'he zreuziñ, an nor-se. Ur feson divoutin, digustum. Ur feson simpl. Re simpl marse. Komz a ra ag ur vuhez, a vuhezioù, rag tra ma chomo ouzhpenn un den war an tamm douar-mañ e vo buhezioù kempred, buhezioù mesket, pe buhezioù é tremen unan e-tal an arall ha nebeud a liammoù etreze, nebeud a garantez, pe gant ur garantez na c'hell ket lâred he hanw, evel amañ. Da gentañ e remerker ar c'hi. Ur c'hi braz, a c'houlenn lec'h hag a gemer lec'h etre ar vamm hag he mab. Ken diaez m'ema an darempredoù etre an daou zen-se ma vez roet d'ar c'hi ur rol difer, gwezh evid merkañ ar gasoni, gwezh evid boud ar liamm nemetañ etreze, an digarez da dostaad en-dro unan douzh egile, da rapariñ marse an drougoù degaset gant ar vuhez. Rag mard eo klañv ar vamm, klañv braz ha kondaonet zokén gant ar vedisinourion, n'eo ket gwell ar mab en e groc'henn. Daet er-maez ag an toull-bac'h nevez-so ha dilabour, ne wel en e vamm nemed an heni hag a zalc'h da boueziñ war e goulïoù. Ha hi ne wel en he mab nemed unan lizidant, digapabl. Ur film rust eo, momantoù kaled ennañ, mez ur film just ive. Just er pezh a c'hell boud er vuhez wirion. Just ive pa ziskouez ar pezh a c'hellehe boud ha na vo ket jamez, en despet nawazh ag an dorioù digor-kàer dirag peb unan da beb termen. Chañsoù laosket da voned kuit, buhezioù kàerroc'h laosket da achap, dre ziouver a c'herioù, dre ziouver a fiziañs, dre ziouver a uvelded ive. Neuze e choaz ar vamm, Hélène Vincent amañ, moned da vervel en un ti ispisial e Bro-Suis, e-raog boud beuzet gant he c'hleñved ha koll da vad kontrol he buhez. Evel-just e c'heller lâred e choaz ar vamm ar mod-se da guitaad ar bed, rag ma ne gav ket trawalc'h a garantez en-dro dezhi, trawalc'h a c'herioù frealzuz. Mez piw a oui penaoz e vo evitañ, ha pesort soñjoù a vago e ene pa dostay douzh an termen diwezhañ ? Piw a oui ? Etre kalonegezh ha dizesper ne oui ket an den petra a reno e choaz pa vo war e zalaroù, pan do sonet an eur evitañ. Mez un dra ouzhpenn a ro ar film-se dimp da gompren muioc'h c'hoazh : na vankomp ket, a-wael, a-wael, ar chañsoù a ra ar vuhez dimp da beb termen evid he bravaad, a vomant da vomant. Rag gant peb unan ahanimp ema an alc'hwez, arabad henn ankouaad. JCLR.2012/11/05.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio