ALMANYA
Evid digoriñ ar rubrikenn sinema war RBG eh an da gomz deoc'h hiziw ag ur film alaman : ALMANYA
(gwersion c'halleg)
Ur Film YASEMIN SAMDERELI
1H41
Komedianed : Vedat Erincin, Fahri Ögün Yardim, Lilay Huser, Demet Gül, Aykut Ka yacik, Aycazn Vardar, Ercan Karacayli, Kaan Aydogdu, Siir Aloglu, Aliya Artuc.
Setu amañ ur c'hàer a film diwar-benn buhez al labourerion durk en Alamagn goude ar bloazioù 1960. Dober he doa an Alamagn a wazed evid adsevel ar vro goude ma oa bet distrujet honnañ ged ar brezel ha goude ma oa bet lazhet lod kàer ag ar baotred waet da soudarded. Setu e oa daet ouzhpenn ur milion a estrenion da labourad eno, en o zouesk helaezh a Durkiz. Mez 40 vloaz goude, troioù 2011, ema daet an dud-se da voud hanter-Alamaned, desket ar yezh nevez gete, ankouaet an turkeg evid lod anezhe ha dianav a-grenn ar yezh-se d'ar vugale. Ha mesket ar familhoù ouzhpenn-se, rag ne anav ar garantez harz ebed : nag ar yezh, na liw ar c'hroc'henn, nag ar relijion.
Setu an istoer : "Petra on-me : Turk pe Alaman ?" a c'houlenn Cenk, ur paotrig c'hwec'h vloaz a garehe c'hoari football ive, pa ne faot ket na d'e gamaraded alaman na d'e gamaraded turk henn degemer en o skipailh. Evid kalonekaad Cenk e kont Canan, e geniterw 22 vloaz, istoer o zad-kozh Hüseyin, hag a oa daet d'an Alamagn e fin ar bloazioù 1960. Daet e oa da labourad eno, mez nen doa ket gortaet re kent lakaad e familh da zoned da vevañ du-hont getoñ ive.
Un istoer kàer eo Almanya diwar-benn an denelezh. En tu arall ag ar yezh, ar vro, ar relijion, ar modoù da vevañ, ema mab-den ar memez heni war an tamm douar-mañ. Galvet he doa an Alamagn labourizion, ha tudoù eo a zo daet, ha n'eo ket labourizion hebkén. Tud, gwazed ha maouezed da-heul, tud ged o istor broadel, o istoerioù personel, o c'hustumoù, o c'hoantoù, o froblemoù-bevañ, o foanioù hag o esperoù ive.
Ur film leun a garantez evid an dud-sen eo, an dud-se o doa asantet kuitaad o broioù evid bevañ gwell. Ur film leun a garantez evid an Turki ive, hag a zo poblet ged tud eveldimp, tost douzhimp en o jestoù-pemdez. Mez ur film leun a garantez evid an Alamagn ive, he doa gellet pareañ goulïoù ar brezel a-drugarez d'ar labourerion estren-se.
War un tu arall em eus karet ar film-sen ive abalamour d'ar mod ma kenvew ar yezhoù ennañ. Stok ar yezhoù n'eo ket un dra dister p'en em gav tud dishañval o farlant er memez ispisiri. Ar mod ma c'hoari an dud ged an diw yezh a ziskouez ive beteg menn emaint prest da voned evid degemer an nesañ. Hag er film-se e vez santet ha gwelet ar pazoù a ra peb unan evid tostaad douzh egile, na boud e vez kavet ive speredoù kloz, hag a zo anezhe ive, arabad hunvreal re. Gwir eo e kont ar film traoù kàer, re gàer marse, darvoudoù munud a zegouezh liez a-walc'h gant an divroidi p'en em gavont en ur bed estren war meur a dachenn. Kredabl ne vez ket farsuz evel-se buhez pemdezieg an divroidi-se, daw dezhe añdur momantoù displijuz hag anavoud an droug-hirnezh evid o bro-orin.
Mez ne vern ket. A-benn ar fin e ra vad filmoù a-sort ged Almanya evid roiñ dimp da soñjal e vez gwraet ar bed ged an dud a-volontez vad ive, ha dreist-oll gete zokén, pa vez diskouezet dimp, hag a-hed ar bloaz, torfedoù divalaw a beb sort, peadra d'hon lakaad da goll fiziañs en dazont. Pas, pas, leun a draoù kàer zo, daw dimp en em gustumiñ da selled doute ive.
JCLR.2012/09/21.