Ur vodadeg dirak Peul ar Peoc'h er C'houerc'had
D'ar sul 13 a viz Meurzh eo bet aozet ur vodadeg dirak Peul ar Peoc'h er C'houerc'had a-benn komz diwar-benn arbrezel ha dreist-holl an hini a zo e Oukraina. Aozet eo bet gant kevredigezh ar seizh kousker, ar gevredigezh a aoz ar pardon islamo-katolik a vez e dibenn miz Gouere bep bloaz. Christian Rivoalen a zo ezel deus ar gevredigezh ha displeg a ra deomp petra eo ar vodadeg, kevredigezh ar seizh kousker, istor ar gwerz a liamm chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had hag ar relijion musulman, hag ivez perzh ar reliojionnoù 'bar brezelioù.