20 vlez eo ar merk Produet e Breizh.
E 1993 oa bet krouet get un nebeut tud get ar pal lakaat àr-wel an traoù graet er vro. Pouez ha brud neus tapet ar label-mañ e-korv an ugent vlez paset. Pe vehe doh tu an antreprizioù pe doh tu ar gonsomatourion.Tolpiñ a ra hiziv an deiz 304 a embregerezhoù. Hag àr-greskaat eh a ar goulenn c'hoazh. Malo Bouessel du Bourg a zo é labourat èl rener ar gevredigezh a-c'houde 2009. Dibuniñ a ra deomp lod ag ar raktresoù zo da zonet. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.