Miziad ar gallaoueg
Lakaet eo àr wel ar gallaoueg e Miz meurzh ! Miziad ar gallaoueg a zo dalc'het ar blez-mañ..Dre internet e oa an darvoudoù ar blez paseet a-gaoz d'ar c'hleñved red.
Arvestoù ha prezegennoù a bep seurt a zo ar miz-mañ neuze. Un digarez brav da gomz asambles e gallaoueg pe da zizoloeiñ ar yezh.
Anita Roualt a zo prezidantez CAC SUD 22, Komite an oberiadenneoù sevennadurel.
Disadorn e vo un abadenn a feson. Un arvest anvet Le Ptit téyatre, e gallaoueg penn dor benn ! Graet get koad 'zo bet kroet express kaer evit an arvest se. Muioc'h a ditouroù get Anita Rouault. Un atersadenn e gallaoueg, get un droidigezh e brezhoneg !
Razh an titouroù zo da gavour àr lec'hienn internet CAC Sud 22.