Abadenn ar Gwener 4 a viz Meurzh
En abadenn-mañ e oa Florie Thielin, stajiadez e brezhoneg e RKB ganeomp. Kinniget he deus he c'hronikenn nevez : Ur blantenn, un istor. Ar gronikenn gentañ a zo gant Pierre-Yves Panse, diwar-benn ar gwinizh poulard.
Klevet 'vo ivez un atersadennig gant Morgane Lefebvre deus Telenn, Ti ar Vro Sant-Brieg, war penn komañs Mizvezh ar brezhoneg.
Un atersadenn verr ivez gant Chrisitan ar Meut deus an Henbont diwar-benn un dastumadeg evit repuidi bro Oukraina gant a gevredigezh Solidarité Exilés Hennebont.
Ar gronikenn Barzhaz a gont deus al levr Lizig ar briñsezig. Ha klevet 'vo lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun gant Kristof Gwillou o tispleg deomp raktres ar pont himalayenne e Sant Inan.
Sonerezh : Bonga, Annie Ebrel, Los Silvertones, Yann-Fañch Kemener, Balthazar Montanaro, La Yegros.