Abadenn ar Yaou 17 a viz C'hwevrer
150 vlez eo stasion biologel Rosko! Ur rol talvoudus a vez tapet geti evit ar gouiziegezh hon eus afer en arbenn da gomprenn bed ar mor hag & ekosistem. Un atersadenn get Bernez Kloareg da glevet, bet rener ar stasion e-pad 14 vlez (get Tunvezh Wloeguen-Grandjean a Radio Kerne).
150 soñjenn a zo bet lakaet àr baper get Tugdual Kalvez, embannet e levr A-hed ma freder e ti Skol Uhel ar Vro. Muioc'h da glevet en enrolladenn a-us.
Penaos em stumm ar c'hrign-bev er c'horf? Setu ur goulenn, a vo respontet dezhi get ar vedisinez Gael Pedron er gronikenn yec'hed; bezañ fesonet mat a zo disheñval evit bout fesonet fall, sur! Yann-Bêr Guyader doc'h mikro Tomaz Laken (RKB) er gronikenn teñzor ar brezhoneg komzet; adkavit ivez kronikenn ar pobloù get Benjamin Bouard (Radio Kerne) a-ziàr ar c'heteg.