Abadenn ar Meurzh 15 a viz C'hwevrer
Un atersadenn war eeun gant Nolwenn Falezan, nevez deuet e skipailh Radio Kreiz Breizh evit lakaat war wel kronikoù Gerioù ar vuhez.
Ur gronikenn A-ramp war'r gomz gant Yann-Ber Piriou o komz deus e doare da skrivañ barzhonegoù hag ivez ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret gant Gireg Konan o komz deus brezhoneg bro Perroz.
Eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Tugdual Kalvez o komz deus e levr nevez : ur renabl prederourien Breizh.
Sonerezh : Léa, Cariña Salvador, Nolwenn Korbell, Kwalunga, Saigon Soul Revival