Abadenn al Lun 07 a viz C'hwevrer
En abadenn e vo klevet un atersadenn gant Gi Yonkour, vetriner 'ba Kallag. Kontañ 'ra penaos 'n eus staliet peadra e liorzh ar c'henskoazel 'ba Kallag evit degemer loened ha laboused mat evit ar jardin.
Klevet 'vo ivez tamm kentañ pennad-kaoz ar sizhun, d'ar yaou 10 a viz C'hwevrer e vo un emvod etre ar c'hevredigezhioù a zegemer tud yaouank dibaper hag an departamant evit kaozeal deus ar c'henlabour a zo moaien da lakaat e plas : en abadenn-mañ setu ul lodenn diwar-benn 'pezh a vez goulennet gant ar re yaouank dibaper evit prouiñ int minored, gant Maïwenn Salomon ha Gwilhom Bricaud e anv ar gevredigezh Kengred a zegemer tud yaouank.
Kronikoù boaz : Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann gant an eil lodenn diwar-benn gwallgas medisined ar merc'hed, gant Anne Koadig. Kronikenn 2 vunutenn 'vit kompren gant Morgane Bramoulé a Radio Gerne diwar-benn al latar, ha War hentoù an Antroposen gant Loeiz Belleg diwar-benn ar c'hanaouennoù bet skrivet diwar-benn an nukleel.
Sonerezh : Gabi Hartmann, Egin, Kerden an avel, Rachid Taha, El Khat