Adunaniñ Liger-Atlantel ouzh Breizh: nac'haet ar referendum gant ar Senad
Ar senatourien 'neunt votet a-enep an amandamant "Le Fur-De Rugy" hudu. Un amandamant 'vit reiñ an tu da sevel ur referendum 'vit ma c'hallfe un departamant dibab e Rannvro: da laret eo 'vefe votet gant annezidi Liger-Atlantel 'vit bout lakaet 'ba Rannvro Breizh hep ma 'nije Rannvro Broioù-al-Liger sevel a-enep. Votet 'oa a-du gant an deputeed e miz Kerdu 2011 met nac'haet gant komission al lezennoù 'bar Senad ar sizhun dremenet. Peadra da vout dipitet. Selaouomp François Marc, senatour eus bro Landerne, 'neus kontet da Erwan Blanchard peseurt mod 'neunt graet ar senatourien c'hall 'vit ma yafe an tu kreñv a-enep an amandamant.
Mont 'rai an destenn dirak an deputeed en-dro. Ganto 'vo votet 'benn fin ar gont am 'vo lakaet an destenn 'bal lezenn diwar-benn ar referendum.