en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Re Bell Ganti Gwener 2022 01 07

Re Bell Ganti Gwener 2022 01 07

Rodeier: Robert Salaün vo en abadenn Rodeier a-benn disadorn war Radio Kerne, asambles gant Benjamin Bouard. Robert zo ganet e Sant-Hern (distaget « Zantêrn », Saint-Hernin), met er bloavezhioù 60 'oa divroet d'an Amerik, e-giz ur bern Bretoned all d'ar mare-se. Bet eo bet o labourat e New-York en ur restaorant bras, hag eno neuze 'neus anveet un toullad komedianed ha kanerien vrudet, evel Burt Lancaster, Franck Sinatra pe c'hoazh Dean Martin. Anveet 'neus ar familh Kennedy ivez. Ali lenn: Ronan Debel, deus mediaoueg an Ursulined e Kemper : div gelaouen glad da zizoloiñ e burev ar glad er vediaoueg. Skiant ar meteo: Guenole Guevel a zo bet e vicher diarbenn liv an amzer Ur bourmenadenn war ribloù an Erzh gant Tara Adeux Ar Bed o Treiñ: Ukrenia ne oar ket tretiñ al lastez E miz Kerzu e oa bet embannet ur c'helc'h lizher (circulaire) da suraat kelenn ar yezhoù bro, gant souten ar c'hentañ ministr. N'eo ket trawalac'h. Gant Ronan Kerbiquet, kelenner, hag Arno Goapper, e anv DivYezh Breizh

Re bell ganti

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio