Vonig Fraval hag he gloan givri - Mohair Breizh
Alies-tre 'vez faziet gant an dud a wel he givri, darn dionte a soñj dezho eo deñved. Ken blevek int, a dra sur !
Gant blev ar givri angora e vez savet gloan mohair, implijet da c'houde evit stammennoù, loeroù, bonedoù ha pelotennoù a bep seurt. Vonig Fraval a zo desaverez givri angora e-kichen Lannuon, ha kas a ra ac'hanomp da welet ar givri e foñs he jardin.
He lec'hienn web : mohair.bzh