13 : Marv ar rock 'n roll
E fin ar bloavezhioù 50 e seblant ar rock tonket da vont da get, milliget m'emañ e arzourien bennañ. Setu ar pezh a welimp hiziv. Kregiñ a ra ar c'heleier fall e miz Here 1957 gant Little Richard, an hini en deus berraet filosofiezh ar rock 'n roll en un drouzadell « A wop bom aloo mop a lop bam boom » a ziviz teurel e zilhad alaouret hag e walennoù d'ar blotoù evit en em ouestlañ d'ar relijion goude bezañ bet gwelet Doue er c'harr-nij a gase anezhañ da Aostralia evit un droiad.
E miz Meurzh 1958 ez eo Tonton Sam hag a zegas soñj da Elvis en deus da servijout ar vammvro.
Playlist :
Tenacious D : Rock is dead
Elvis Presley : Atersadenn a-raok e gonje ("Elvis Sails")
Elvis Presley : Are you lonesome tonight ?
Don Mc Lean : American Pie
Ritchie Valens : La bamba
Chuck Berry, Bruce Springsteen and the E-street Band : Johnny Be Goode
Eddy Cochran : Twenty flight rock
Levrlennadur :
"Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection)
"Rock 'n roll Babylon" Gary Herman (Embannadurioù Denoël X-Trême)
"Pop Rock Story vol. 1" Marion Doussot (Embannadurioù Vents d'Ouest)