Bodadeg dirak prefeti Sant-Brieg da zifenn ar re dibaper
Abaoe 2014 e vez niverelaet muioc'h muiañ an darempredoù etre an dud dibaper hag ar prefetioù. Kenurzhierezh ar strolladoù a sikour hag a zegemer ar migranted o deus galvet d'em vodañ dirak prefetioù Breizh evit stourm a-enep d'un situasion start kenañ evit ar re dibaper n'hallont ket ken bezañ en darempred d'un doare denel gant ar servijoù publik. Pierre Beaugendre, ezel deus ar gevredigezh Meskaj, a zegemer migranted yaouank a gont hirorc'h deomp.