en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Suhuniad ar yezhoù bro e Frañs 3

Suhuniad ar yezhoù bro e Frañs 3

Ar yezhoù bro, pe yezhou minorelaet 'vo lakaet àr wel àr Frañs 3 'benn ar suhun da zont ! Muioc'h a abadennoù evit boaz 'vo diskouezet àr ar chadenn tele broadell : brezhoneg 'ba rann Frañs 3 Breizh evel just. En holl eo 9 yezh 'vo graet ton dezho : korseg, okitaneg, provanseg, nizzart, poitevin-saintongeois, euskareg ha kement 'zo. Ur pezh cheñchamant eo àr an tele broadell. Selaouomp Mael Gwenneg 'zo karg eus ar programmoù en brezhoneg. Adalek dilun 'vo kinniget muioc'h a abadennoù e brezhoneg evel ar film Noz 'vo skignet àr an tele àr eeun da 11eur e plas un telefilm e galleg... Abadennoù evit ar vugale, meteo e brezhoneg, abadennoù graet àr eeun bemdez e brezhoneg. Ur programm 'zo da gaout àr lec'hienn Frañs 3. Ur pennad kaoz get Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio