Linux evit an holl !
Rannañ ar vouiegezh ha mont war raog dre c'hras da labour ar re all, setu lod deus priñsipoù ar meziantoù frank. Linux da skouer, a zo an diazez lojisieloù libr ar brudetañ. Krouet oa bet bet e 1991 gant ur studier Finlandad, e anv Linus Torvalds. Gall a ra kemer plas ar sistem eksploatasion Windows war an urzhiaterezhioù PC.
Ne vez ket gouezet gant ar pep brasañ, mez e pep lec'h e vez implijet Linux. Sistemoù korvoiñ ar poellgomzerioù Android a zo evit ar pep brasañ deuhouto diazezet war ar graoñell Linux. Ar super kalkulateuroù, a zo urzhiaterezhioù braz tre, a zo hiriv an deiz holl ziazezet war Linux. Mez evit ar pezh a sell an hiniennoù, eo ral tre e vefe graet gant Linux war hon urzhiaterezhioù.
D'ober ma vo gwelloc'h anavezet gant an holl, ha da sikour an dud da staliañ Linux, zo strolladoù tud a zo en em savet un tammig e pep lec'h er bed. Ingal e vez aozet emgavioù ganto. Ha disadorn e oa un emgav e Brasparzh, aozet gant « Ordis Libres de l'Arrée », asambles gant « Linux Kemper » ha « Libre à Quimperlé».
Permanañsoù a vez dalc'het ingal tre gant ar strolladoù lec'hel Linux - bep sizhun e Kemper, pe bep miz e Kemperle da skouer - e lec'h ma c'hell an nen mont da c'houlenn sikour.
Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.