en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Disoc'hoù ar c'hoñkour "L'Odyssée des mots"

Disoc'hoù ar c'hoñkour "L'Odyssée des mots"

Digwener da noz 'zo bet priziet loreidi ar gentrivadeg skridoù L'Odysée des Mots aozet gant kêr ha mediaoueg Kemper. Galvet 'oa bet an dud, kozh ha yaouank da skrivañ war lañs : "N'omp ket diseblant ouzh...", e galleg hag e brezhoneg. Div blac'h hag ur paotr yaouank eus Skolaj Diwan Jakez Riou a zo bet trec'h er rann 11-15 vloaz, Maïna Mallejac, Emma Jéhanno ha Killian Papy. Maïna 'doa skrivet diwar-benn ar re gozh a vez dilezet ingal, Emma diwar-benn al loened lazhet d'ober kig ha Kilian diwar-benn ar saotradur er bed. Katell Uguen 'zo bet da c'houlenata anezho war o labour. Selaouomp soñjoù Emma ha Killian.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio