Echu eo gant ar Mi-Août Bretonne!
Dec'h 'noa embannet Remi Madec, prezidant Mi-Août Bretonne, ne 'vo ket aozet ar c'hours ar bloaz mañ. "Echu eo", setu 'pezh 'zo skrivet e plas lec'hienn internet ar redadeg. Abaoe pemp bloaz 'oa ar breton penn ar redadeg. Tapet 'noa plas Louis Bihannig 'noa dalc'het 'nezhi 'pad an 30 vloaz araok. Ur redadeg a-bouez 'vit ar gourserien 'zo live etre: etre an amatourien wellañ hag ar rederien a-vicher. Gant Philippe Dalibard 'oa gounezet ar Mi-Août ar muiañ: 6 gwech etre ar bloavezhioù 80 ha 90. Deomp da selaou Louis Bihannig evit goût pezh 'neus lakaet Remi Madeg da baouez gant "e" gours: da laret eo poan kavout ar 180 000 euro dleet 'vit ma 'vefe eus ar redadeg. Gant Erwan Blanchard.