Distrujoù al labourerien-douar e Kemper
Tri devezh goude manifestadeg al labourerien douar e Kemper eo fall ar c'hontoù evit an ti-kêr hag ar c'huzul-meur. Distruj 'forzh pegement a zo bet dre ar gêr dilun. Tanioù ruz 'zo bet torret, panelloù ha gwez digwriziennet ha me 'oar. Fall-gontan eo an dilennidi koulz hag an annezidi o welet priz an distrujoù, a vo kempennet, moarvat gant arc'hant an tailhoù, 230 000 Euro en holl.
Jean-Luc Bleunven, dilennad er c'huzul-meur, n'eus roet e soñj dre bellgomz da Gatell Uguen.