Cheñch-dicheñch eo marc'had ar moc'h
Cheñch-dicheñch eo marc'had ar moc'h. Ur produiñ a-bouez-kaer e Breizh, kement evit an arc'hant degaset gantañ, ken evit an diaesterioù a sav diwarnañ evit a sell an endro pe an doareoù sokial. Muioc'h-mui zo konkurañs gant broioù all evel Sina pe Alamagn. Yvon Boutier zo saver-moc'h hag e-karg e kambr al labour-douar en anv an FDSEA. Ur poent gantañ war stad an traoù gant Tudual Karluer.