Adaozañ politikerezh al labour-douar gant ar PAC
E Penn Ar Bed eo ganet ur c'henstrollad nevez warlene evit ar riegezh bouedel e broioù ar c'hreizteiz hag en Europa. Fellout a ra d'ar bodad kevredigezhioù kizidikaat ar geodediz hag an dilennidi politikel ouzh produadur al labour-douar. Ar PAC (Politikerezh Labour-Douar Boutin) a rank bezañ kemmet evit adaozañ politikerezh al labour-douar.
Yann-Bêr Brelivet, eus CCFD Terre Solidaire, 'n eus displeget hiroc'h da Gatell Uguen.