Fall ar stal 'vit ar broduerien moc'h
Embannet eo ar sizhun mañ 'vefe lakaet lahztioù moc'h Gad en adreizhadur barnezerel. Ur bern dleoù 'neus ar stroll greanterezh 'zo staliet 'ba Lambaol-Gwimilio ha Jossilin. Diaes kaer eo an traoù 'vit lazhtioù all ivez 'vel Doux 'ba Kastellin da skouer. Met evit Gad eo 'blam da enkadenn ar produiñ moc'h 'ba Breizh eo ken start: re nebeut anezho 'zo da lazhañ. Selaouomp displegadennoù Guillaume Roue 'zo prezidant INAPORC.