EAG 'zo trec'h war FC Naoned!
'Benn ar fin 2 da 1 'vit ar re ruz ha du: lakaet 'noant an naonediz ur pal buan tre: d'an 8vet munutenn ha lakaet ar volotenn gant diwaller Gwengamp, Mamadou Samassa, 'ba e rouedoù. Kreñvoc'h 'oa klub Breizh-Izel war ar prantad kentañ. Ar c'hontrol 'oa c'hoarvezet 'vit an eil prantad a-drugarez da Douniama 'neus roet daou vut d'e genseurted; an hini kentañ da Faure d'an 70vet mun ha war lerc'h da Yatabare d'ar 84 vet mun. Bremañ emañ Gwengamp gant memes niver a boentoù ha Naoned: 45 poent. En eil plas ex-aequo 'mañ o daou glub. Pal ar c'hrogad 'vit o daou skipailh: selaoulomp Fañch Oger, supporter Naoned, ha Tangi ar Gall, supporter Gwengamp, un nebeut munutennoù araok ar match.