en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Troc'het 'zo unan eus al linennoù-houarn 'ba Montroulez

Troc'het 'zo unan eus al linennoù-houarn 'ba Montroulez

War dro dek ha tri-ugent den 'ya gant an tren ingal 'oa bodet 'ba ti-kêr Vontroulez dec'h da noz. Aozet 'oa un emvod da gelaouiñ an dud diwar-benn al labourioù 'zo graet evit adkempenn an hent houarn just war lerc'h an ti-gar lec'h 'ma 'oa kouezhet mein ha douar eus an torrod. Renerien Réseau Ferré de France (RFF), SNCF ha dilennidi ar rannvro 'oa o kas an emvod da benn. Hir mat 'vo prantad al labourioù: war dro pevar miz ma n'eo ket muioc'h. Ret eo stabilaat an torrod 'zo ugent metrad a uhelder dre lakaat peulioù hir 'ban douar. Ouzhpenn 'vo savet ur voger 'bal lec'h mañ. Ur gwall afer 'vel ma displeg deomp Gérard Lahelleg, eil prezidant Rannvro Breizh e-karg eus an transportoù. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio