Votet eo budged ar rannvro evit ar blez-mañ.
Etre diriaou ha disadorn oa bodet ar guzulierion evit deviz àr ar mod da ingaliñ an argant. Kresket eo bet ar budged da-genver àrlané ha biskoazh ne oa ket bet ken uhel, ur miliard tri c'hant tregont million a euroioù. Postet e vo argant barzh an tren, porzh brest, an internet uhel, ar yaouankiz ha c'hoazh. Bet eo Yaelle ar Mouel é houlenn hiroch get an dilennidi. Da gentañ, Gérard Lahellec, eil-prezidant é karg ag an transportoù.