Kambreier ar Labour-douar : an disoc'hoù
Gant 28% eus ar mouezhioù eo en em gavet en eil plas 'ba Kambr al Labour-douar sindikad Coordination rurale 'ba Penn-ar-Bed ha 'ba Breizh war un dro. Ur c'hresk a 10% 'keñver an dilennadegoù paseet. E plas kentañ 'mañ an FDSEA hag an FRSEA 'vit al live rannvro, met justig gant disoc'hoù etre 48,64 % 'ba Morbihan ha 54% 'ba Aodoù-an-Arvor. Evit ar C'hoordination rurale eo ur sapre score memestra, muoioc'h a bouez 'no war bolitikerezh al labour-douar. Selaouomp Pierre Corre, peizant 'ba Lannurvan kichen Landerne, 'oa war al listenn 'ba Penn-ar-Bed.