Ur petision evit ar vistri-skol ziwyezheg.
Disul paset he doa Gwendoline Allair graet he soñj sevel ar sinadeg-mañ. Ar pal eo ma vo anavet barregezhoù ar vistri-skol a laboura e brezhoneg èl reoù mistri-skol spesializet. Arru eo skuizh é welet ar c'hondisionoù-labour a n'int ket ar mem re evit ar vistri-skol a laboura e galleg hepken. Goulenn a ra muioc'h a voiandoù a-berzh an akademiezh. 90 a dud deus sinet ar petision betag bremañ. Gwendoline Allair, mestrez-skol get pemp live, e Langidig doh mikro Yaelle ar Mouel.
Àr ar rouedad emañ ar sinadeg :